germination des colères

Publié le par Gwennao

Hiziv em eus c'hoant da skrivañ deoc'h diwar-benn ul levr am boa recevet n'eus ket pell zo. Ul levr barzhonegoù eo. Barzhonegoù e galleg hag ivez un nebeud e brezhoneg.

Al levr-mañ zo anvet germination des colères. Skrivet 'oa bet gant Yann Erwan Paveg hag embannet eo gant Kildroenn an trev, e di-embann. Plij a ra al levr-mañ din, skrivet eo mat-kenañ ha komz a ra diwar-benn kalz a dra stag ouzh Breizh hag an Emsav.

Un avel disuj a c'hwezh al levr-mañ, Yann Erwan Paveg a gont dimp pegen brav eo hon bro gloazet gant an dispriz gall a-dal d'he yezh, d'he identelezh ha d'he ziriad istorel. Enoriñ a ra ivez an arzourien vreizhad hag an holl emsaverien a stourm evit o identelezh hag evit adkemer o frankiz.

Setu ar barzhoneg e brezhoneg hag an hini e galleg a blij din ar muiañ :

Yann Kêl
Langages

Pa chom mut
Ar gerioù
Pa chom bouzar
An dilennidi

Ma mignoned
Gant o bombezennoù
A ya kuzhet en nozioù
Evit fardañ brezelioù

Yann kêl
Ennout e sonjañ

Dans mon pays le soir

En hiver sous la pluie

Les chaumines parlent en breton

En souvenir du chant de mes aïeux

Mais aussi en affront

Car les langages vrais

Ne supportent pas l'intolérence

Des françaises prisons

Ma 'peus c'hoant da brenañ al levr-mañ pe egile (l'ombre du temps) skrivet gant Yann Erwan Paveg e c'hallit mont war al lec'hienn-mañ : Kildroenn an trev.

Publié dans Breizh

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
N

Yann Kêl ... ne oa ket "Kernalegen" e anv ?

Répondre
G

Geo, d'am soñj eo se.