[Dilennadegoù-kanton 35] Kinnigoù Stourmerien Breizhistance & NPA

Publié le par Gwennao

bzh

 

- Echu gant ar yalc’hadoù publik d’ar skolajoù prevez relijiel.

 

- Echu gant ar yalc’hadoù d’an embregerezhioù.


- Politikerezh goprañ reizh er C’huzul-meur : entitlañ al labourerien diasur, kreskiñ ar goproù diouzhtu eus 300€, tuta diouzh an ezhommoù a vez.


- Pretioù digoust er skolajoù, pourchaset a muiañ ma c’heller gant produerien boued biologel lec’hel vihan

 

- Nac’hañ e vefe diskaret ar c’henemglevioù-micher ha gwir al labour dre vras abalamour d’an implij kevratoù Gopr Labourat Izek (RMA) pe stignadoù evel ar c’hKorvoder Kengred Oberiant (RSA). N’eo ket kefridi ar strollegezhioù tiriadel klokaat goproù al labourerien, hogen dre oberiantiz stroll al labourerien eo e c’hounezimp ur c’horvoder labour reizh evit pep hini ac’hanomp.


- Skoazell d’ur politikerezh kempoell a zoujfe ouzh liested yezhoniel an departamant (brezhoneg ha gallaoueg), ar pezh a c’houlenn un harp dre wir evit diorren ar c’helenn brezhoneg er skol-vamm, er c’hentañ hag en eil derez, a dalvez ivez ambroug kroudidigezh ur skolaj Diwan. An departamant nemetañ e Breizh (gant Liger-Atlantel) a ra diouer dezhañ seurt tier-skol eo Il-ha-Gwilun.

 

- Lakaat ur monopol publik war tachennoù barregezh ar C’huzul-meur (nann d’an tu kleiz tomm ouzh Veolia).

 

- Treuzdougen digoust pa vez e doug an departamant, diwar ur redi sokial hag ekologel anat d’an holl.


 

Evit Gouzout muioc'h : amañ

Publié dans Politique-Syndicalisme

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article